alan stivell forum officiel Index du Forum

alan stivell forum officiel
poser vos questions, mettez des commentaires / ask questions about alan stivell, make comments about his work

 FAQFAQ   RechercherRechercher   MembresMembres   GroupesGroupes   S’enregistrerS’enregistrer 
 ProfilProfil   Se connecter pour vérifier ses messages privésSe connecter pour vérifier ses messages privés   ConnexionConnexion 

Emerald

 
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujet     alan stivell forum officiel Index du Forum -> Forum 2 -> Emerald
Sujet précédent :: Sujet suivant  
Auteur Message
laouen



Inscrit le: 23 Mai 2009
Messages: 85

MessagePosté le: 25/11/2009 01:36:04    Sujet du message: Emerald Répondre en citant

Demat Alan,

Pellik 'zo n'em boa ket skrivet...
Met hiziv e fell din kregiñ en-dro...

Da gentañ evit reiñ gourc'hemennoù deoc'h !

Rak laouen on o tizoleiñ ho pladenn EMERALD, o selaou hag o adselaou anezhi...
Evit poent n'em eus graet nemet kaout un tañva anezhi met gouzout a ran dija e vo, gant an 22 all, ur bladenn brizius din.

Ha da eil... evit reiñ gourc'hemennoù deoc'h !!!!

Rak plijet-kenañ e oan bet o tizoleiñ e oa kroget hor "Bro gozh" d'ober he hent war an tachennoù mell-droad !
N'eo ket e vefen troet kement-se war ar mell-droad na war ar "c'hanoù broadel" zoken, met kaout a ra din ez eo seurt degouezh un arouez a-bouez evit an holl re a zo dedennet gant sevenadur hor bro ha dazont he yezh...

Un hent dispar ho poa digoret deomp war dachenn ar sonerezh ouzhpenn 40 vloaz 'zo hag un nerzh nevez a roit ivez d'hor yezh...
Ya, laouen, laouen bras on o c'houzout kement-mañ.

Merzout e c'hell hor yezh kaout ur plas, memes m'eo dister c'hoazh evit poent, war un dachenn mell-droad 'zo kalonekaüs evit an dud vunut  hag a vez bemdez oc'h ober o seizh posupl evit treuzkas hor yezh (eus ar re-se on-me)...
Divent eo an dachenn labour-mañ ha derc'hel da vont ganti hep disterniañ n'eo ket aes atav...
Met pa vez tud eveldoc'h-c'hwi o kas an traoù en-dro eus o zu hag o sikour, dre o brud, da greskiñ muioc'h-mui plas hor yezh, e vezer kennerzhet ha prest da vont pelloc'h c'hoazh...

Mil trugarez, eta...
Ha ken ar c'hentañ ! 

Laouen
Revenir en haut
Publicité






MessagePosté le: 25/11/2009 01:36:04    Sujet du message: Publicité

PublicitéSupprimer les publicités ?
Revenir en haut
Montrer les messages depuis:   
Poster un nouveau sujet   Répondre au sujet     alan stivell forum officiel Index du Forum -> Forum 2 -> Emerald Toutes les heures sont au format GMT + 2 Heures
Page 1 sur 1

 

 
Sauter vers:  

Index | Créer un forum | Forum gratuit d’entraide | Annuaire des forums gratuits | Signaler une violation | Conditions générales d'utilisation
Powered by phpBB © 2001, 2005 phpBB Group
Traduction par : phpBB-fr.com