| Previous topic :: Next topic |
| Author |
Message |
laouen
Joined: 23 May 2009 Posts: 8
|
Posted: 31/05/2009 05:07:58 Post subject: Explore |
|
|
N'ouzon ket penaos na perak met kavout a ran atav un dra bennak da frommañ ac'hanon en ho sonerezh. N'anavezan ket kalz a dra eus bed ar sonerezh met ho hini a lak va c'halon da dridal muioc'h eget alies. Rak gant va c'halon eo e selaouan... N'ouzon ket ober 'mod all. Evit Explore ez eo bet disheñvel un tamm : lakaet 'm eus amzer a-raok kavout an hent... Ha neuze em eus graet al liamm gant an titl evel just : Ma talvez "Explore" kement ha "furchal, klask, mont sioul eus un tu d'egile, distreiñ seder ha klask c'hoazh, o tremen meur a wech dre an hevelep lec'h evit e zizoleiñ en un doare disheñvel bep tro ; ma talvez klask en un doare habask, o c'houzout gortoz ar mare mat evit kavout", neuze e soñj din e klot an titl gant ar pezh 'm eus dizoloet er bladenn-mañ... Meur a wech em eus ranket klask a-raok kavout an nor da vont tre... Met sur e oan da vezañ degemeret mat... Neuze n'em boa ket aon da zont en dro war zu an nor... ha da glask an alc'houezh ! Meur a wech 'm eus ranket e selaou a-raok dont a-benn d'ober ma hent en ho sonerezh... Ha gouzout a ran mat m'em eus ket dizoloet pep tra c'hoazh ! Pinvidik eston eo ar pezh a grouit. N'ouzon ket penaos e vez barnet un tamm sonerezh gant ar re ouiziek war an dachenn, rak n'on ket eus ar re-se. Met ho sonerezh a zo evidon evel un eklev d'an holl santadoù a vagan em c'hreiz... Ha gant "Explore" e tizoloan santadoù n'o deus ket roet o anv din c'hoazh. Dispar eo ! |
|
| Back to top |
|
 |
alan Administrateur
Joined: 08 Apr 2006 Posts: 1,111
|
Posted: 01/06/2009 08:28:53 Post subject: Explore |
|
|
Trugarez deoc'h.
En disk-se, n'em oa ket en em goulennet kalz a dra: nemet mont e-barzh ac'hanon hag ober dre an imor, hep implij ma empenn "rasionel". Nemet ur furchal dikoustiañs, neuze.
Kompren 'ran n'eo vez ket aes mont 'barzh a-walc'h, dreist-holl emichañs 'vit tud ha n'eo ket bet levezonet ha dedennet anezhe gant an traoù 'm eus klevet ma unan er sonerezhioù a-vreman.
A galon, alan _________________ www.alan-stivell.com |
|
| Back to top |
|
 |
laouen
Joined: 23 May 2009 Posts: 8
|
Posted: 01/06/2009 17:57:25 Post subject: Explore |
|
|
Trugarez evit ho tisplegadennoù...
Klotañ a reont gant an doare m'am boa degemeret ho pladenn... (n'eo ket fall dija evit unan eveldon ha ne anavez ket kalz a dra war ar sonerezh !!!) Ha plijus-kenañ eo din ivez selaou meur a wech ar memes tonioù, o tizoleiñ traoù nevez enno bep tro... Ar pezh a c'hoarvez evidon gant Explore.
War ho pladenn "Before landing" em bo un dra bennak da lavaret deoc'h ivez 'poent bennak... Diwezhatoc'h, pa 'm bo un tammig amzer. |
|
| Back to top |
|
 |
laouen
Joined: 23 May 2009 Posts: 8
|
Posted: 01/06/2009 18:01:25 Post subject: Explore |
|
|
Waouh ! Disoñjet 'm eus bezañ seven !!! Kalon vat 'vit kendrec'hel gant ho hent ha ken ar c'hentañ... Kenavo |
|
| Back to top |
|
 |
alan Administrateur
Joined: 08 Apr 2006 Posts: 1,111
|
Posted: 19/07/2009 10:24:58 Post subject: Explore |
|
|
Trugarez bras dit, ha prest da selaou ar pezh peus c'hoant war 'Raok dilestra.
For those who can't understand Breton, I thank Laouen for the nice things he says about "Explore".
Ken ar c'hentañ, alan _________________ www.alan-stivell.com |
|
| Back to top |
|
 |
|